Lez an Iliz

Lez an iliz, pe c'hoazh lez an eskob, a zo ul lez-varn stag ouzh an eskopti, renet gant an ofisial (pe vikel-barner). En deiz a hiziv, bez e c’hell hen ober e meur a eskopti war-un-dro.

Aferioù dimeziñ eo a ra danvez labour pennañ Lez an Iliz hiziv an deiz, pa vez da embann nullentez ar briedelezh. Koulskoude e c’hell bezañ kinniget dezhi an holl aferioù, hervez gwir kanonek an Iliz katolik.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search